Saisissez un mot-clé - Any -Aozañ ho peaj gant ar bus, ken aes ha traEr bus emaonWar-lerc'h ar veajDont da vezañ pratik Display all question themes Aozañ ho peaj gant ar bus, ken aes ha tra Er bus emaon War-lerc'h ar veaj Dont da vezañ pratik Aozañ ho peaj gant ar bus, ken aes ha tra Goulennoù war an hentoù, ar beajoù hag an tremenerezh ? Ar fichennoù eurioù : klikañ amañ. (Https://www.qub.fr/toutes-les-horaires/) Mont war-eeun d’ar bajenn "Diblasañ" : klikañ amañ. (Https://www.qub.fr/se-deplacer/) Sellet ouzh hon tresoù karter resis, a zo merket warno an arsavioù bus a zo tostik-tost d’ar skolioù, d’ar stalioù bras, d’ar melestradurezhioù ha d’al lec’hioù pennañ all ! Evit jediñ ur pennad-hent en ur mod eeun e c’hallit pellgargañ an arload QUB (Eurioù war-eeun, pennadoù-hent diwar c’houlenn, tresoù…). War Android hag IOS e c’hall bezañ pellgarget evit netra. Er bus emaon Kennoù ha titouroù talvoudus? Ha gallout a ran beajiñ war meur a linenn gant ma zeul treuzdougen, abalamour da aesaat ma monedoneoù ? Ur wech talvoudet ho teul treuzdougen evit ar wech kentañ e c’hallit cheñch linenn pe mont war ho kiz e-pad un eurvezh. Ha ret eo din talvoudañ ma zeul treuzdougen bep taol ? Evit beajiñ dinec’h gant QUB ez eo dav doujañ d’ar reolenn aour-mañ : ret eo talvoudañ ho teul treuzdougen bep taol ma’z it e bourzh, pa cheñchit linenn ivez, kuit a vezañ kastizet. E-giz-se e vez kontrollet ar monedoneoù, ha disoursi e vez ar veajourien. Bezomp-holl beajourien a-skiant-vat ! Penaos gouzout hag-eñ e chom bilhedoù war ma c’hartenn ? Tri doare zo : 1/ Pa implijit ho kartenn er busoù e vez skrivet war an talvouder pet beaj a chom ganeoc’h. 2/ 48 eurvezh war-lerc’h ho peaj ziwezhañ e c’hall bezañ lennet en ho kont war internet. 3/ Mont d’ul lec’h gwerzhañ pe d’an ajañs kenwerzhel. .Ha gallout a ran prestañ ma c’hartenn Korrigo ? Ne c’hallit ket, ur gartenn bersonel eo, ganeoc’h-c’hwi hepken e c’hall bezañ implijet. Adalek peseurt oad e rank ar vugale paeañ o beajoù ? Adalek 6 vloaz e rank ur bugel bezañ ur bilhed gantañ. Ha droed am eus da gas loened ganin pa veajan gant QUB ? An dud dall a c’hall mont e bourzh gant o c’hi-heñchañ, gant ma vo dalc’het en e roll. Al loened doñv bihan a c’hall beajiñ ivez ; ret eo dougen anezho en ur sac’h espres hag a vo lakaet war barlenn o mestr. A-hend-all eo difennet al loened er busoù. Abalamour da betra e vezer kastizet ? Evit meur a abeg e c’hall un den bezañ kastizet gant hor gwazourien : ma ne ziskouez teul treuzdougen ebet, ma tiskouez un teul treuzdougen ha n’emañ ket e talvoud, m’en deus disoñjet talvoudañ e deul treuzdougen. 60€ e koust un dell-gastiz. War-lerc'h ar veaj Petra ober ma’m eus kollet ma c’hartenn dreuzdougen, pe ma’z eo bet laeret diganin ? Ar gwellañ tra eo mont d’an ajañs da stankañ ho kartenn. 8€ e koust cheñch kartenn. Ne vo ket kollet ar beajoù a oa en ho kartenn gozh avat : lakaet e vint en hini nevez en un doare emgefre. Kavet ho peus un dra bennak ? Kollet ho peus un dra bennak ? Penaos ober ? Kement tra kollet a gavomp a vez dastumet ha miret e surentez en hon ajañs QUB. Gallout a rit mont da gerc’hat anezho en deiz war-lerc’h adalek 2e30 goude merenn. Ha na vezit ket nec’het ma ne c’hallit ket tremen diouzhtu-kaer : e-pad miz e vez miret an traoù kollet ganeomp, kent kas anezho d’an ti-kêr. Deuit e darempred ganeomp eta ! Penaos kaout un testeni dale ma vez dilañs ma bus ? Gouzout a ouzomp ez eo pouezus-bras evidoc’h en em gavfe ar busoù d’an eur rik. Siwazh, a-wechoù e c’hallont bezañ daleet abalamour da zegouezhioù ha n’omp ket mestr warno : labourioù, manifestadegoù… Evit gwellaat kalite hor servijoù e c’houlennomp ganeoc’h reiñ deomp da c’houzout kement dale a ve dre hor furmskrid daremprediñ => https://crm.qub.fr/claim/step-one Dont da vezañ pratik Penaos kaout ur gartenn Korrigo ? Ret eo mont d’an ajañs kenwerzh gant un teul-anaout. Piv a c’hall kaout ur priz digresket ? Ar prizioù kengred : diouzh ho rannad tiegezhel e c’hallit kaout un digresk etre 25% ha 95% war ho koumanant (miz pe bloaz) pe war ho kartenn 10 beaj. E-pad bloaz e talv an digresk-se, gant ma vo diskouezet ur brouenn : Ur skoazell a resevit digant Kef ar Goproù Tiegezh : ret eo diskouez un testeni paeamant KGT 3 miz kozh d’ar muiañ. Ne resevit skoazell ebet digant KGT : ret eo leuniañ un teuliad gant KOSG Kemper en 21 bis straed Steven Gourmelen pe en un ti-kêr karter. Ar prizioù digresket all : Ur familh vras oc’h : ret eo diskouez ho levrig-familh pe ho kartenn SNCF hizivaet. Ouzhpenn 65 bloaz oc’h : ret eo diskouez ho kemenn distell evit 2023. Pelec’h e c’hallan prenañ teulioù da gargañ war ma c’hartenn Korrigo ? Er stal enlinenn, el lec’hioù gwerzhañ hag en ajañs => https://www.qub.fr/trouver-mon-point-de-vente/ Mat da c’houzout : En ajañs hepken e c’haller kaout ar c’houmanantoù bloaz evit ar re yaouank.