Skip to main content

Aucune perturbation sur le réseau.


Le service HandiQUB

Ar servij HandiQUB : beajiñ seder

 

 

Degemererien ar servij HandiQUB :

"Kement den prevez gantañ ur gartenn mont-dont enperzhiañ (KME) divarregezh roet gant Ti-departamant an dud nammet (TDTN)

- Gant ur feur divarregezh kadarnaet 80 % d’an nebeutañ.

- Ne vern pe e vefe o chom e Kemper Breizh-Izel pe ne vefe ket

- Gant ma vo enskrivet a-raok ha ma kemero perzh en un devezh degemer."

Pe e vefec’h o tremen pe enskrivet e lec’h all, grit ho mat eus hor servijoù !

Penaos ez a endro ?

HandiQUB : ho kenveajour e Kemper Breizh-Izel a-bezh

(Brieg, Edern, An Erge-Vras, Gwengad, Landudal, Landrevarzeg, Langolen, Lokorn, Plogoneg, Ploveilh, Ploneiz, Pluguen, Kemeneven, Kemper)

 

 

Gallout a reer mont ha dont (e-maez an deizioù-gouel) :

 

 eus al Lun d’ar Sadorn eus 7e am da 11e40 gm

 d’ar Sul eus 10e am da 12e hag eus 1e30 gm da 9e00

Ret eo mirout ho plas(où) en niverenn 02 98 95 26 27 en derc’hent a-raok 4e30 gm d’an diwezhatañ.

Digor e vez an ajañs kenwerzh eus al Lun d’ar Sadorn eus 9e da 12e15 hag eus 1e30 da 6e30 (standard pellgomz dibaouez eus 8e30 da 6e30).

"D’an eur lakaet e teu ur bleiner d’ober war-dro an den gant ur c’harbed azasaet ha kas a ra anezhañ betek al lec’h en doa dibabet p’en doa bet miret e blas.

Ur servij treuzdougen a zor da zor a vez kinniget gant ur bleiner micherel en unan eus ar c’hwec’h minibus kempennet a-ratozh."

Evit gouzout hiroc’h, pe evit lakaat hoc’h anv, pellgomz d’an niv. 02 98 95 26 27. Klikañ amañ evit pellgargañ an teul titouriñ HandiQUB.

Abalamour da zelc’her kont eus ezhommoù an dud dalc'het en o c’herzhed ha da gontrolliñ gwelloc’h hag-eñ e vez doujet kendalc’h ar chadenn mont-ha-dont hervez lezenn an 11 a viz C’hwevrer 2005, e kinnig Kemper Breizh-Izel ur marilh klemmvanoù e Renerezh an Dilec’hiañ hag an Hentoù e Kemper abaoe miz Gouere 2010.

Evit mont d’ar marilh-se; klikañ amañ

Ouzhpenn mirout plasoù dre bellgomz e kinnig ar servij HandiQUB ur savenn mirout enlinenn hag un arload hezoug a-ratozh bremañ.

Pal ar servij nevez-se eo kinnig d’an dud gallout mirout plasoù enlinenn ouzhpenn en ober dre bellgomz, ha gallout gwelet o-unan, en un doare personelaet, kement a sell ouzh ar beajoù o deus lakaet mirout.

Ar mod implij evit kevreañ ouzh ma c’hont arval war al lec’hienn internet pe gant un arload hezoug ?

Gwelet gant skipailh hor servij HandiQUB evit lakaat hoc’h anv, abalamour d’ober gant ar servij nevez-se.

Pa gevreit evit ar wech kentañ e c’hallit hizivaat ha kemmañ ho postel hag ho ker-tremen en hoc’h egorenn bersonel. Aes ober ganti

Un diaezamant evit kevreañ, pellgomz d’ar servij HandiQUB en niv. 02 98 95 26 27. Ur gwazour a sikouro ac’hanoc’h en ho tifraeoù 

 

Penaos mirout ma flas(où) ?

Dibab hoc’h etrefas (arload pe war al lec’hienn war-eeun) ha skrivañ an titouroù pouezusañ :

  • Deiz hag eur ar servij
  • Lec’h tapout ha lec’h kas
  • Abeg
  • Hoc’h-unan pe asambles gant un den all
  • Klikañ war Gwiriekaat

Ar servijoù HandiQUB a ray war-dro ho koulenn ha, diouzh ar pezh a c’hallint ober, e vo kadarnaet ar servij pe kinniget deoc’h lakaat ho koulenn war ul listenn c’hortoz.

Ret eo mirout ho plas(où) en derc’hent a-raok 5e15 gm d’an diwezhatañ, eus al Lun d’ar Sadorn.

  • Kelaouet e vioc’h diwar-benn pep pazenn dre SMS pe dre bostelerezh dre vouezh 
  • Roet e vo da c’houzout deoc’h gant ar servij HandiQUB pa vo bet kadarnaet ho peaj.
  •  An deiz a-raok ar veaj e vo kaset ur gerig evit degas anezhi da soñj deoc’h.
  •  Da zeiz ar veaj e roer keloù din :
  •  30 munut a-raok ober war ma zro e lakaer ar c’harbed war wel.
  •  15 munut a-raok ober war ma zro e lakaer ar blenier oc’h en em gavout war wel
  • Tamm stres ebet, emaomp oc’h ober war ho tro evel zo dleet.

Er video-mañ, gwelet penaos kevreañ pe c’hoazh mirout plasoù. Klikañ amañ evit sellet ouzh ar video.

An arload "HandiQUB" a c’haller kaout evit netra war Android hag IOS. Pellgargit anezhañ hep gortoz.

Klikañ amañ evit al liamm war-zu lec’hienn virout HandiQUB

 Pellgargit an arload war Apple war Android

Back to top